Stummerez war an teknikoù klask labour
Barregezhioù kelennet
Sevel ar CV : dielfennañ ar barregezhioù, ar skiant-prenet, an atoudoù kinniget evit ar post klasket. Urzhiañ an elfennoù, pajennaozañ, kas dre bostel.
Sevel al lizher en em ginnig : dielfennañ an atoudoù, dielfennañ penaos e klot ar barregezhioù ouzh ar post. Skridaozañ, pajennaozañ, kas dre lizher.
Lakaat ar CV enlinenn war lec’hienn Pol Implij ha lec’hiennoù all o kinnig postoù.
Klask ar c’hinnigoù-labour war lec’hienn Pol Implij ha lec’hiennoù all o kinnig postoù.
Lakaat koumanantoù kinnigoù-labour e plas war lec’hiennoù disheñvel.
Klask embregerezhioù o labourat war an dachenn vuket.
En em ginnig enlinenn war lec’hiennoù an embregerezhioù.
Aozañ an emvod tuta.
Stummadur ha skiant-prenet
Ur Master “Politikerezhioù hag oberezhioù war an deskadur hag ar stummañ” bet tapet. Skiant-prenet ouzhpenn 25 bloaz oc’h ambroug raktresoù. Arbennik war an heñchañ hag ar c’henemprañ skolel ha micherel ha graet he memor Master hag he labour tezenn war ar profiloù pedagogel ha micherel.
Implij-amzer etre-oberiat
Sellit war-eeun ouzh dibres hor c’helennerez ha kavit an eur a glot d’ho re :
Prizioù
20,00 € dre eurvezh (+ kargoù sokial CESU).
Darempredoù
06 32 61 10 57